Kiklop

Ar C'hiklop, gouach hag eoul gant Odilon Redon, hep deiziad, (Kröller-Müller Museum)[1]

Ar Gikloped, pe Unlagadeion, a zo boudoù faltaziek eus gwengelouriezh Hellaz. Ramzed int, dezhe ul lagad hepken e-kreiz o zal. Dont a ra o anv eus an henc'hresianeg κύκλωψ, kýklôps, eus κύκλος, kýklos « rod », « kelc'h » ha ὤψ ốps, « lagad », a c'hallfer treiñ gant « lagad kelc'hiek ». Anavezet int dre skridoù mitologel Henc'hres. Hervez Hellanikos e teu o anv eus o zad, Kyklop, mab da Ouranos.

  1. savet kent 1905, marteze ez eo un eilenn eus u livadenn gant pastez-livañ, hervez Klaus Berger, "The Pastels of Odilon Redon", College Art Journal 16.1 (Autumn 1956:23-33) p. 30f; bloaziet eus 1898-1900 gant David H. Porter, "Metamorphoses and Metamorphosis: A Brief Response", American Journal of Philology 124.3 (Fall 2003:473-76); skeudenn e Sven Sandström, Le Monde imaginaire d'Odilon Redon: étude iconologique,1955:69.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search